Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 24:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Gourc’hemenn da vibien Israel ma tegasint dit eoul glan olivez friket evit ar c’hantolor, abalamour da zerc’hel al lampoù enaouet dalc’hmat.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 24:2
27 Referencias Cruzadas  

o lakaat da vogediñ evit an AOTROU, bep mintin ha bep abardaez, al loskaberzhoù hag an ezañs a c'hwezh-vat. Ar baraoù a ginnig a zo renket war an daol c'hlan, hag e vez enaouet ar c'hantolor aour gant e lampoù bep abardaez. Rak mirout a reomp ar pezh a fell d'an AOTROU hon Doue e vefe miret, met c'hwi hoc'h eus e zilezet.


Da gomz a zo ul lamp da'm zreid, hag ur sklêrijenn war va hent.


Diskuliadur da gomzoù a ro sklêrijenn, reiñ a ra skiant d'ar re zinerzh.


ar c'hantolor glan gant e lampoù, al lampoù kempennet, e holl draoù, an eoul evit ar c'hantolor,


Lakaat a reas ar c'hantolor e teltenn an engalv, a-dal d'an daol, ouzh kostez an tabernakl a oa war-zu ar c'hreisteiz.


Rak ar gourc'hemenn a zo ul lamp, al lezenn a zo ur sklêrijenn, hag ar rebechoù mat da gelenn a zo hent ar vuhez,


Spered an AOTROU a chomo warnañ, Spered a furnez hag a skiant, Spered a guzul hag a nerzh, Spered a anaoudegezh hag a zoujañs eus an AOTROU.


D'al lezenn ha d'an testeni! Ma ne lavaront ket hervez ar gomz-se, gouloù-deiz ebet evito!


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.


ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.


Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.


evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h.


Ra vo ho tivgroazell gourizet hag ho lampoù war enaou.


Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.


ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.


Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc’h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.


Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.


da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.


Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos