Leviegezh 23:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Al labour a vo graet e-pad c’hwec’h devezh, met er seizhvet devezh e vo ar sabad-diskuizh, bez’ e vo ur c’hengalv santel. Ne reot labour ebet, sabad an AOTROU e vo en hoc’h holl chomlec’hioù.
Hag eñ a respontas: Kement-se eo en deus lavaret an AOTROU: Warc’hoazh emañ diskuizh ar sabad santelaet evit an AOTROU . Lakait da boazhañ ar pezh hoc'h eus da lakaat da boazhañ, lakait da virviñ ar pezh hoc'h eus da lakaat da virviñ, ha dastumit an nemorant evit e virout betek ar beure.
Gwelit penaos an AOTROU en deus roet deoc'h ar sabad, setu perak e ro deoc'h er c'hwec'hvet devezh bara evit daou zevezh. Ra chomo pep hini ac'hanoc'h eta en e lec'h ha ra ned aio den er-maez eus e lec'h ar seizhvet devezh.
E-pad c'hwec'h devezh e ri da labour. Met d'ar seizhvet deiz e tiskuizhi, abalamour da'z ejen ha da'z azen da ziskuizhañ, ha ma kemero nerzh mab da vatezh hag an diavaeziad.
Mibien an diavaeziad en em stag ouzh an AOTROU d'e servijout, ha da garout anv an AOTROU evit bezañ e servijerien, ar re holl a vir ar sabad hep e zisakrañ, hag en em stag ouzh va emglev,
Mar dalc'hez da droad e-pad ar sabad, evit tremen hep ober ar pezh a fell dit em deiz santel, mar anvez ar sabad: Va flijadur, deiz santelaet evit an AOTROU, mar enorez anezhañ hep heuliañ da hentoù, hep ober ar pezh a blij dit, hep lavarout traoù aner,
Met penn ar sinagogenn, droug ennañ eus m’en doa Jezuz yac’haet d’un deiz sabad, a gemeras ar gomz hag a lavaras d’ar bobl: C’hwec’h devezh a zo evit labourat, deuit eta en deizioù-se evit bezañ yac’haet, ha nann d’an deiz sabad.