kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,
Salomon a gasas da gavout Huram roue Tir, da lavarout dezhañ: Gra evidon evel ma ec'h eus graet evit David va zad, o kas dezhañ sedrez da sevel un ti evit chom ennañ.
hag e voe divizet embann dre holl Israel, adalek Beer-Sheba betek Dan, dont d'ober ar Pask d'an AOTROU Doue Israel da Jeruzalem, rak abaoe pell amzer ne oa ket bet graet hervez ar pezh a zo skrivet.
Ha goude-se e kinnigjont al loskaberzh peurbadus, re al loarioù nevez hag holl c'houelioù an AOTROU a oa santelaet, ha re eus pep hini a rae ur prof a youl vat d'an AOTROU.
Sell ouzh Sion, kêr hor gouelioù; da zaoulagad a welo Jeruzalem, ur chomlec'h sioul, un deltenn na vo ket treuzdouget, na vo biken tennet he fostoù, ha na vo ket torret he c'hordennoù.
Hentoù Sion a zo e kañv, rak den ne zeu ken d'ar gouelioù. Hec’h holl zorojoù a zo didud, hec'h aberzhourien a huanad. He gwerc'hezed a zo glac’haret, hag hi a zo leuniet a c'hwervoni.
Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c'houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.
Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.
Ar re-se eo gouelioù an AOTROU, a embannot evel kengalvoù santel evit kinnig d’an AOTROU profoù graet dre an tan, loskaberzhoù, donezonoù, aberzhoù hag evadkinnigoù, pep tra d’e zeiz.
Setu amañ war ar menezioù treid an hini a zegas keleier mat, hag a embann ar peoc'h. Lid da ouelioù, o Juda! Seven da ouestloù! Rak an hini drouk ne dremeno ken ez kreiz, lamet eo kuit a-zevri.
En ho tevezhioù a levenez, en ho kouelioù, e penn-kentañ ho mizioù, e sonot gant an trompilhoù war ho loskaberzhoù ha war hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù, hag e lakaint ac'hanoc'h da vezañ eñvoret en ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.
Setu an traoù a reot evit an AOTROU e-pad ho kouelioù engalvadeg, en tu all d'ho kouestloù ha d'ho profoù a-youl-vat, evit ho loskaberzhoù, evit ho tonezonoù, evit hoc'h evadkinnigoù hag evit hoc'h aberzhoù a drugarekadennoù.
Rak me a fell din e c’houezfec’h pegen bras eo ar stourm a c’houzañvan evidoc’h, evit re Laodikea hag evit ar re holl n’o deus ket gwelet va dremm er c’hig,