Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 23:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

1 An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 23:1
13 Referencias Cruzadas  

kinnig a raent an holl loskaberzhoù d'an AOTROU , d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù, hervez o niver hag o reolennoù urzhiet, dalc'hmat dirak an AOTROU ,


Setu, emaon o vont da sevel un ti da anv an AOTROU va Doue, evit e ouestlañ dezhañ, evit ma vo lakaet da vogediñ dirazañ an ezañs a c'hwezh-vat, evit ma vo kinniget dalc'hmat dezhañ ar baraoù a ginnig, evit al loskaberzhoù d'ar mintin ha d'an abardaez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez ha da ouelioù an AOTROU hon Doue, ar pezh a vo graet da viken gant Israel.


Hag e kinnige bemdez ar pezh a oa bet gourc'hemennet gant Moizez, d'an deizioù sabad, d'al loarioù nevez, d'ar gouelioù meur, teir gwech ar bloaz: gouel ar bara hep goell, gouel ar sizhunioù, gouel al logelloù.


Na gendalc'hit ket da zegas donezonoù aner, euzh am eus ouzh an ezañs. Diwar-benn ho loarioù nevez, ho sabadoù, hoc'h engalvadegoù, ne c'hellan ket gouzañv an direizhder o kemer perzh en ho podadegoù meur.


Pa c'hoarvezo un tabut bennak, en em zalc'hint d'ar varn, hag e varnint hervez va barnedigezhioù. Hag e virint va lezennoù ha va reolennoù em holl c'houelioù, hag e santelaint va deizioù sabad.


Met ret e vo d'ar priñs da reiñ al loskaberzhoù, an donezonoù, an evadkinnigoù, evit al lidoù, al loarioù nevez, an deizioù sabad, evit holl c'houelioù ti Israel. Kinnig a raio an aberzh-dic'haouiñ, an donezon, al loskaberzh hag an aberzh a drugarekadennoù, d'ober dic'haou evit ti Israel.


D'al lidoù ha d'ar gouelioù, an donezon a vo un efa dre gole, un efa dre dourz, hag evit an oaned evel ma c'hello reiñ, gant un hin a eoul dre efa.


hag en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU.


Komz da vibien Israel ha lavar: Gouelioù an AOTROU a embannot, hag e vint kengalvoù santel. Setu, ar re-mañ eo va gouelioù:


Neuze Moizez a zisklêrias da vibien Israel gouelioù an AOTROU.


ha pa reot ur prof dre an tan d'an AOTROU, ul loskaberzh, un aberzh evit seveniñ ur gouestl pe ur prof a-youl-vat, pe en ho kouelioù, evit leuskel ur c'hwezh dudius d'an AOTROU gant loened bras pe gant loened bihan,


Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù.


Ra ne varno eta den ac’hanoc’h diwar-benn an debriñ pe an evañ, pe diwar-benn un deiz gouel pe ul loar nevez pe ur sabad,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos