33 hag en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU.
Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.
Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.
Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.
Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.
Ne zisakrot ket va anv santel, met e vin santelaet e-touez mibien Israel. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h,
An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:
Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt, evit reiñ deoc’h bro Ganaan ha bezañ ho Toue.
Me eo an AOTROU ho Toue, en deus ho lakaet da vont kuit eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU ho Toue.