Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Leviegezh 22:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho. |
Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Lakaat a raio an ezañs war an tan dirak an AOTROU, evit ma c’holoio mogedenn an ezañs al lec’h-a-drugarez a zo war an Testeni, ha ne varvo ket.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.
lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Mibien Israel ne dostaint ken ouzh teltenn an engalv, gant aon na en em gargfent eus ur pec'hed ha na varvfent.
Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellañ, ne zisakrot ket traoù santel mibien Israel ha ne varvot ket.
Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c'hourc'hemennoù.