Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 18:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

30 Mirout a reot ar pezh a c’hourc’hemennan ha ne virot hini ebet eus ar boazioù euzhus-se a zo bet graet araozoc’h; n’en em saotrit ket ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 18:30
14 Referencias Cruzadas  

Bez' e voe zoken paotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh er vro. Heñvelaat a rejont ouzh euzhusterioù ar broadoù en doa an AOTROU kaset kuit dirak mibien Israel.


e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloù, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.


Pa voe echuet an traoù-se, ar pennoù a dostaas ouzhin en ur lavarout: Pobl Israel, an aberzhourien hag al Levited n'int ket dispartiet diouzh pobloù ar broioù-mañ er pezh a sell ouzh o euzhusterioù, diouzh ar Gananeiz, an Hitited, ar Ferezianed, ar Jebuziz, an Ammoniz, ar Voabiz, an Ejipsianed hag an Amoreaned.


Ar re holl a raio unan bennak eus an traoù euzhus-se a vo lamet eus o fobl.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Ne gerzhot ket hervez boazioù ar pobloù a gasan kuit dirazoc’h, rak graet o deus an holl draoù-se hag em eus euzh outo.


Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Karout a ri an AOTROU da Zoue, hag e viri atav e garg, e reolennoù, e varnedigezhioù hag e c'hourc'hemennoù.


diwall da gouezhañ er pech en ur vont war o lerc'h, goude ma vint bet distrujet azirazout; diwall da glask titouroù diwar-benn o doueoù, o lavarout: Penaos e servije ar pobloù-se o doueoù? Me a raio evel-se, me ivez.


Ne ri ket evel-se e-keñver an AOTROU da Zoue, rak graet o deus d'o doueoù kement a zo un euzhusted d'an AOTROU, ar pezh a gasa, ha zoken o deus devet en tan o mibien hag o merc'hed d'o doueoù.


Tapet em eus va serc'h, he lakaet a-dammoù, ha kaset em eus anezho dre holl zouaroù hêrezh Israel, rak graet o deus un torfed hag ur fallagriezh en Israel.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos