Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Kemer a reas pep hini anezho e bod-glaou-bev, lakaat a reas c'hwezh-vat ennañ, hag en em zalc'hjont ouzh digor teltenn an engalv gant Moizez hag Aaron.
Moizez a lavaras da Aaron: Kemer ar podoù-glaou-bev, laka tan ennañ a-ziwar an aoter, laka c'hwezh-vat warnañ, kae buan da gavout ar vodadenn ha gra dic'haou evito, rak ar gounnar a zo aet kuit a-zirak an AOTROU ha kroget eo ar gouli.
warc'hoazh, lakait tan enno ha lakait c'hwezh-vat warno dirak an AOTROU, hag an den a vo dibabet gant an AOTROU a vo santel. A-walc'h-se deoc'h, mibien Levi!
Goude m'o devo echuet Aaron hag e vibien da c’holeiñ ar santual ha traoù ar santual, pa'z aio ar c'hamp kuit, mibien Kehad a zeuio evit o dougen. Met ne stokint ket ouzh an traoù santel gant aon na varvfent. Setu karg mibien Kehad e-keñver teltenn an engalv.
Rak Krist n’eo ket aet e-barzh ur santual graet gant dorn an den evel skeudenn an hini gwirion, met aet eo e-barzh an neñv e-unan, evit en em ziskouez bremañ evidomp dirak Doue,