Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 22:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 lakaat a rafent anezho da zougen direizhder ar gablusted da vezañ debret traoù santel. Me eo an AOTROU a santela anezho.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 22:16
15 Referencias Cruzadas  

N'eus netra yac'h em c'hig en abeg da'z fulor, ha n'eus diskuizh ebet em eskern en abeg da'm fec'hed.


Hag e vo war dal Aaron; hag Aaron a zougo an direizhderioù o devo graet mibien Israel en traoù santel a ginnigint, en holl brofoù santel. Hag e vo war e dal dalc'hmat evit o rentañ dudius dirak an AOTROU .


Perak n’hoc’h eus ket debret an aberzh-dic’haouiñ el lec’h santel? Un dra santel-meurbet eo, hag eo bet roet deoc’h evit dougen direizhder ar vodadenn heg evit ober dic’haou evito dirak an AOTROU.


Mirout a reot va reolennoù hag e reot hervezo. Me eo an AOTROU a santela ac’hanoc’h.


Ne zisakro ket e ziskennidi e-touez e bobl. Me eo an AOTROU a santela anezhañ.


met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.


An AOTROU a gomzas da Voizez o lavarout:


Mirout a raint va barnedigezhioù, gant aon na zougint o fec’hedoù ha na varvint evit bezañ disakr. Me eo an AOTROU a santela anezho.


Mar vefe debret kig an aberzh a drugarekadennoù d’an trede deiz, ne vefe ket degemeret ha ne vefe ket kontet d’an hini en deus kinniget an aberzh; un dra euzhus e vefe, ha piv bennak a zebrfe dioutañ a zougfe e zireizhder.


An AOTROU a lavaras da Aaron: Te ha da vibien ha ti da dad ganit a zougo direizhder ar santual, ha te ha da vibien ganit a zougo direizhder ho pelegiezh.


Dre eno ne zougot pec'hed ebet pa ho po savet al lodenn wellañ, ne zisakrot ket traoù santel mibien Israel ha ne varvot ket.


Tud diskiant ha dall! Pehini eo ar brasañ, an aour pe an templ a santela an aour-se?


eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos