Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezañ saotret, met e c'hellint en em saotrañ evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc'h, ur breur, ur c'hoar n'he devo bet pried ebet.
Leviegezh 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz d’an aberzhourien, mibien Aaron, ha lavar: Un aberzhour n’en em lakaio ket dic’hlan e-touez e bobl evit unan marv, |
Ned aint ket etrezek un den marv, en aon da vezañ saotret, met e c'hellint en em saotrañ evit un tad, ur vamm, ur mab, ur verc'h, ur breur, ur c'hoar n'he devo bet pried ebet.
Selaouit kement-mañ, aberzhourien! Bezit evezhiek, c'hwi ti Israel! Roit ho skouarn, ti ar roue! Rak ar varnedigezh a zo evidoc'h, dre ma'z oc'h bet ur pech e Mizpa, hag ur roued astennet war an Tabor.
Ne reot flañch ebet en ho kig evit unan marv, ha ne tresot ket a verkoù warnoc’h. Me eo an AOTROU.
Ne d-aio etrezek hini marv ebet, n’en em lakaio ket dic’hlan, nag evit e dad, nag evit e vamm.
Gouzout a reot neuze em eus roet deoc'h ar gourc'hemenn-mañ, evit ma pado va emglev gant Levi, eme AOTROU an armeoù.
An hini a stoko ouzh ar c'horf marv eus un den bennak a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Setu al lezenn: Pa varvo un den en un deltenn, piv bennak a yelo en deltenn ha piv bennak en em gavo en deltenn a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Piv bennak a stoko er parkeier ouzh un den lazhet gant ar c'hleze, pe ouzh ar c'horf eus un den, pe ouzh un askorn den, pe ouzh ur bez, a vo dic'hlan e-pad seizh devezh.
Gourc'hemenn da vibien Israel kas kuit eus ar c'hamp kement hini lovr, kement hini en deus ur berad ha kement hini saotret dre ur marv.
E-pad an holl amzer ma'z eo engouestlet d'an AOTROU, ne dostaio ket ouzh ur c'horf marv,