Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.
Leviegezh 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu amañ penaos ez aio Aaron el lec’h santel: gant ur c’hole yaouank evit an aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit al loskaberzh. |
Mar d-eo e brof eus al loened bihan, oaned pe givri, evit ul loskaberzh, e kinnigo ur par disi.
Mar d-eo e brof ul loskaberzh a loened bras, e kinnigo ur par disi. E ginnig a raio a volontez vat, ouzh digor teltenn an engalv, dirak an AOTROU.
Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.
Degas a reas tourz al loskaberzh, hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn an tourz.
hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.
Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Kemerit ur bouc’h evit un aberzh-dic’haouiñ, ul leue hag un oan eus ur bloaz, disi, evit ul loskaberzh,
aet eo ur wech hepken e sant ar sent, nann gant gwad ar bouc’hed hag hini al leueoù met gant e hini e-unan, o vezañ gounezet un dasprenadur peurbadus.
met ar beleg-meur e-unan a ya e-barzh an eilvet ur wech ar bloaz, nann hep dougen gwad kinniget evitañ e-unan hag evit pec’hedoù ar bobl.