Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 8:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

14 Degas a reas ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ; hag e lakaas Aaron hag e vibien o daouarn war benn ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 8:14
17 Referencias Cruzadas  

Kinnig a rin dit deñved lart da loskaberzhoù, gant meot mogedus war an aoter. Hag ec'h aberzhiñ ejened gant bouc'hed.  Ehan


Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.


Hag e roi ur c'hole yaouank evel aberzh-dic'haouiñ d'an aberzhourien, al Levited a zo eus gouenn Zadok hag a dosta ouzhin evit va servijañ, eme an Aotrou AOTROU.


Hag e kemeri eus e wad, a lakai war he fevar c'horn, war bevar c'hogn ar framm ha war ar rizenn tro-dro. Evel-se e c'hlanai anezhi hag e ri an dic'haou eviti.


D'an deiz ma'z aio d'ar santual, d'al leurenn diabarzh evit ober ar servij er santual, e kinnigo e aberzh-dic'haouiñ, eme an Aotrou AOTROU.


Lakaat a raio e zorn war benn al loskaberzh, a vo degemeret evit ober dic’haou.


Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.


Aaron a ginnigo e gole evit an aberzh-dic’haouiñ a vo evitañ, hag e raio an dic’haou evitañ hag evit e diegezh.


Henaourien Israel a lakaio o dornioù war benn ar c’hole dirak an AOTROU, hag e vo lazhet ar c’hole dirak an AOTROU.


Kemer Aaron hag e vibien gantañ, ar gwiskamantoù, eoul an oleviadur, ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ, an daou dourz ha paner ar bara hep goell,


Al Levited a lakaio o daouarn war benn ar c'holeoù, hag e kinnigi unan evel aberzh-dic'haouiñ hag egile evel loskaberzh, evit ober dic'haou evit al Levited.


Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos