Kinnig a rejont, evit an dedi eus an ti Doue-mañ, kant kole, daou c'hant tourz, pevar c'hant oan, hag evel aberzh-dic'haouiñ evit holl Israel, daouzek bouc'h, hervez niver meuriadoù Israel.
Plijet eo bet gant an AOTROU e vreviñ, e lakaet en deus er poanioù. Goude bezañ kinniget e ene evel aberzh a gablusted, e welo ul lignez, hiraat a raio e zeizioù, ha plijadur an AOTROU a raio berzh dre e zorn.
Moizez a glaskas bouc’h an aberzh-dic’haouiñ, ha setu, e oa bet devet. Neuze e kounnaras ouzh Eleazar hag Itamar, ar vibien a vane da Aaron, hag e lavaras:
Pa vo peurdremenet deizioù he glanidigezh, evit ur mab pe evit ur verc’h, e tegaso un oan eus ur bloaz evit al loskaberzh hag ur goulm yaouank pe un durzhunell evit an aberzh-dic’haouiñ, ouzh digor teltenn an engalv.
D’an eizhvet deiz e kemero daou oan disi hag un dañvadez disi eus ur bloaz, teir dekvedenn efa (3/10 efa 9 l) flour bleud mezet gant eoul evel donezon, hag ul log eoul.
Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.
mar d-eo un aberzhour olevet an hini en deus pec’het, o lakaat dre eno ar bobl kablus, ra ginnigo d’an AOTROU evit ar pec’hed en devo graet ur c’hole disi evel aberzh-dic’haouiñ.
hag e lavaras da Aaron: Kemer ul leue yaouank evit un aberzh-dic’haouiñ hag un tourz evit ul loskaberzh, an eil hag egile disi, ha kinnig anezho dirak an AOTROU.
ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.
Rak ar pezh a oa dibosupl d’al lezenn, abalamour ma oa dinerzh dre ar c’hig, Doue, en ur gas e Vab e-unan en ur c’hig heñvel ouzh hini ar pec’hed, hag en abeg d’ar pec’hed, a gondaonas ar pec’hed er c’hig,
eñ hag en deus douget hor pec’hedoù e-unan en e gorf war ar c’hoad, evit ma teujemp, o vezañ marv d’ar pec’hed, da vevañ d’ar reizhder, eñ ez oc’h bet yac’haet dre e c’houlioù.
Rak Krist ivez en deus gouzañvet ur wech evit ar pec’hedoù, eñ reizh evit ar re zireizh, evit hon degas da Zoue. Lakaet eo bet d’ar marv er c’hig, met bevaet hervez ar Spered,
Ur c’hantik nevez a ganent o lavarout: Dellezek out da gemer al levr ha da zigeriñ ar sielloù anezhañ, rak lakaet out bet d’ar marv hag ec’h eus hon dasprenet da Zoue dre da wad, a bep meuriad, a bep yezh, a bep pobl, a bep broad,