Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 9:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 ur c’hole hag un tourz evit un aberzh a drugarekadennoù, evit aberzhiñ dirak an AOTROU, hag un donezon mezet gant eoul, rak hiziv an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 9:4
18 Referencias Cruzadas  

Evel ma komze Aaron da holl vodadenn mibien Israel, e tistrojont etrezek ar gouelec'h, ha setu, gloar an AOTROU en em ziskouezas er goabrenn.


Ra vint prest evit an trede deiz, rak d'an trede deiz an AOTROU a ziskenno dirak daoulagad an holl bobl war Venez Sinai.


Gloar an AOTROU a chomas war Venez Sinai hag ar goabrenn en goloas e-pad c'hwec'h devezh. D'ar seizhvet devezh e c'halvas Moizez a-greiz ar goabrenn.


En em gavout a rin eno gant mibien Israel, hag al lec'h-se a vo santelaet gant va gloar.


Ha setu, gloar Doue Israel a zeue eus tu ar sav-heol, e vouezh a oa evel ar vouezh eus kalz a zoureier, hag an douar a lugerne gant e c'hloar.


Pa vo tremenet an devezhioù-se, adalek an eizhvet deiz ha da c'houde, pa aberzho an aberzhourien o loskaberzhoù hag o aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter-mañ, me a vo a-du ganeoc'h, eme an Aotrou AOTROU.


Pa raio unan bennak d’an AOTROU ur prof e donezon, e brof a vo flour bleud; skuilhañ a raio warnañ eoul hag e lakaio warnañ ezañs.


Pa ginnig unan bennak un aberzh a drugarekadennoù, mar kinnig ul loen bras, par pe parez, e kinnigo unan disi dirak an AOTROU.


Moizez hag Aaron a yeas e-barzh teltenn an engalv; pa zeujont er-maez e vennigjont ar bobl. Gloar an AOTROU en em ziskouezas d’an holl bobl.


Komz a ri da vibien Israel hag e lavari: Kemerit ur bouc’h evit un aberzh-dic’haouiñ, ul leue hag un oan eus ur bloaz, disi, evit ul loskaberzh,


Degas a rejont ar pezh en doa gourc’hemennet Moizez dirak teltenn an engalv, hag an holl vodadenn a dostaas hag en em zalc’has dirak an AOTROU.


Moizez a lavaras: Setu amañ ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU ober, ha gloar an AOTROU en em ziskouezo deoc’h.


An holl vodadenn a gomzas d'o meinata, met gloar an AOTROU en em ziskouezas da holl vibien Israel, war deltenn an engalv.


Kora a zastumas a-enep dezho an holl vodadenn ouzh digor teltenn an engalv, ha gloar an AOTROU en em ziskouezas d'an holl vodadenn.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos