Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
Koloseiz 3:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag o vezañ gwisket an den nevez a zo nevesaet en anaoudegezh, hervez skeudenn e Grouer. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha pa’z oc’h en em visket euz an den nevez, pehini a zo adnevezet, ebarz an anaoudegez, hervez imach an hini hen deuz he grouet. |
Setu amañ levr lignez Adam. E deiz ma krouas Doue an den, ober a reas anezhañ en heñveledigezh Doue.
Dihun! Dihun! Gwisk da nerzh, Sion! Gwisk dilhad da c'hloar, Jeruzalem kêr santel! Rak hiviziken ned aio ket ennout ar re ziamdroc'h hag ar re zic'hlan.
Gwisket en deus ar reizhder evel un hobregon, ha tokarn ar silvidigezh war e benn, gwisket en deus ar veñjañs evel un dilhad, hag e oa goloet gant ar warizi evel gant ur vantell.
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Taolit pell diouzhoc'h hoc'h holl bec'hedoù hoc'h eus pec'het drezo, grit deoc'h ur galon nevez hag ur spered nevez. Perak e varvfec'h, ti Israel?
Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
N’en em blegit ket d’ar c’hantved-mañ, met bezit cheñchet dre nevezidigezh ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot ez eo bolontez Doue mat, plijus ha peurvat.
An noz a zo aet war-raok hag an deiz a dosta. Diwiskomp eta oberoù an deñvalijenn ha gwiskomp armoù ar sklêrijenn.
Sebeliet omp bet eta gantañ dre ar vadeziant en e varv, evit, evel ma’z eo Krist adsavet a-douez ar re varv dre c’hloar an Tad, ma kerzhimp-ni ivez en hevelep doare e nevezded a vuhez.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.
Ni holl, dioueliet hon dremm, a zougen evel en ur melezour gloar an Aotrou, hag e teuomp da vezañ heñvel ouzh an hevelep skeudenn eus an eil gloar d’eben gant an Aotrou Spered.
Dre-se ne gollomp ket kalon. Ha petra bennak en em zistruj hon den a-ziavaez, hon den a-ziabarzh en em nevesa a zeiz da zeiz.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Ha ma’z emañ unan bennak e Krist, hemañ a zo ur grouadenn nevez. An traoù kozh a zo tremenet, setu, an holl draoù a zo deuet da vezañ nevez.
Rak e Jezuz-Krist an amdroc’h hag an diamdroc’h n’int netra, met ret eo bezañ ur grouadenn nevez.
Rak ni a zo e labour, o vezañ bet krouet e Jezuz-Krist evit an oberoù mat en deus Doue kempennet diaraok, evit ma kerzhimp enno.
o vezañ distrujet en e gig ar gasoni, lezenn ar gourc’hemennoù dalc’het en urzhioù, evit krouiñ ennañ e-unan eus an daou un den nevez hepken goude bezañ graet ar peoc’h,
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
evit ma vo efedus oberenn da feiz nerzhus en ur lakaat da c’houzout an holl vat en em ra en ho touez e Jezuz-Krist.
hag a zo kouezhet, ne c’heller ken o adneveziñ hag o degas d’ar geuzidigezh, peogwir e stagont ouzh ar groaz a-nevez evito o-unan Mab Doue, o lakaat anezhañ e gwel d’an dismegañs.
Met evit an hini a vir e c’her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec’h ouzomp emaomp ennañ.
An hini a oa azezet war an tron a lavaras: Setu, e ran an holl draoù nevez. Hag e lavaras din: Skriv, rak ar gerioù-mañ a zo feal ha gwirion.