Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic'hlanne dreist d'e ribloù. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol.
Jozue 4:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe pignet eus kreiz ar Jordan an aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU , ha ma voe lakaet sol treid an aberzhourien war an douar sec'h, doureier ar Jordan a zistroas d'o lec'h hag a redas evel diagent, dreist ar ribloù. |
Ar re-se eo a dreuzas ar Jordan er miz kentañ, pa zic'hlanne dreist d'e ribloù. Hag e lakajont da dec'hout holl dud an traoniennoù, eus ar sav-heol hag eus ar c'huzh-heol.
Tremen a raio war Juda, o tic'hlannañ hag o veuziñ, tapout a raio betek ar gouzoug. Hec'h eskell astennet a leunio da vro a-bezh, o Emanuel!
ha kerkent ha m'o devo lakaet sol o zreid an aberzhourien a zoug arc'h emglev an AOTROU , Aotrou an douar holl, e doureier ar Jordan, doureier ar Jordan a vo rannet, an doureier a ziskenn eus krec'h a chomo a-sav en ur bern.
Kerkent ha ma en em gavas ar re a zouge an arc'h er Jordan, ha ma voe glebiet treid an aberzhourien a zouge an arc'h e bord an dour, hag ar Jordan a fenn dreist e ribloù e-pad holl amzer an eost,
Goude ma voe tremenet gant an holl bobl, arc'h an AOTROU hag an aberzhourien a dremenas dirak ar bobl.
Ar bobl a bignas er-maez eus ar Jordan d'an dekvet deiz eus ar miz kentañ, hag e kampjont e Gilgal, e tu reter Jeriko.