Tremenet hoc'h eus ar Jordan hag oc'h deuet da Jeriko. Tud Jeriko, an Amoreaned, ar Ferezianed, ar Gananeiz, an Hitited, ar C'hirgazianed, an Hevianed, ar Jebuziz a reas brezel deoc'h; hag o lakaet em eus etre ho taouarn.
An aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU a chomas start, a-sav, war ar sec'h e-kreiz ar Jordan, e-pad ma tremenas holl Israel war ar sec'h, ken n'o doe an holl bobl echuet tremen ar Jordan.
An aberzhourien a zouge an arc'h en em zalc'has e-kreiz ar Jordan, betek ma voe echu ar pezh en doa gourc'hemennet an AOTROU da Jozue lavarout d'ar bobl, hervez kement en doa gourc'hemennet Moizez da Jozue. Hag ar bobl a hastas tremen.
Pa voe pignet eus kreiz ar Jordan an aberzhourien a zouge arc'h emglev an AOTROU , ha ma voe lakaet sol treid an aberzhourien war an douar sec'h, doureier ar Jordan a zistroas d'o lec'h hag a redas evel diagent, dreist ar ribloù.