Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont anezhañ e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.
Jozue 4:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned War-dro daou-ugent mil den, gwisket evit ar brezel, a dremenas dirak an AOTROU evit stourm, etrezek plaenennoù Jeriko. |
Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont anezhañ e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.
Met Doue a lakaas ar bobl d'ober un dro dre hent ar gouelec'h, etrezek ar Mor Ruz. Mibien Israel a bignas armet-mat eus an Ejipt.
Met arme ar Galdeiz a redas war o lerc'h, hag e tizhjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. O vezañ e dapet, e tegasjont anezhañ da Nebukadnezar roue Babilon, da Ribla e bro Hamad, e-lec'h ma voe lavaret ar varnedigezh en e enep.
Met arme ar Galdeiz a redas war-lerc'h ar roue hag e tapjont Sedesia e plaenennoù Jeriko. Hag e holl arme a stlabezas pell digantañ.
ha goude en em harnezimp buan dirak mibien Israel, betek ma hor bo o lakaet da vont d'o chomlec'h; met hor bugaligoù a vo o chom e kêrioù kreñv, abalamour da dud ar vro.
Gwiskit harnez Doue en e bezh, evit ma c’hellot derc’hel start a-enep troidelloù an diaoul.
En amzer-se em eus roet urzhioù o lavarout: An AOTROU ho Toue en deus roet deoc'h ar vro-mañ evit he ferc'hennañ. C'hwi holl, tud kadarn, tremenit harnezet dirak ho preudeur, mibien Israel.
Mibien Ruben, mibien Gad hag hanter-veuriad Manase a dremenas harnezet dirak mibien Israel, evel m'en doa lavaret dezho Moizez.
En deiz-se, an AOTROU a savas Jozue dirak holl Israel, hag e toujjont dezhañ, evel m'o doa doujet da Voizez holl zeizioù e vuhez.
Mibien Israel a gampas e Gilgal, hag e rejont ar Pask d'ar pevarzekvet deiz eus ar miz, da noz, e maezioù Jeriko.
Neuze holl vibien Israel a zeuas er-maez, adalek Dan betek Beer-Sheba ha betek bro C'halaad, hag ar vodadenn en em zastumas evel un den hepken dirak an AOTROU e Mizpa.