Hag holl Israel a anavezas ar varn en doa graet ar roue. Hag e voe doujañs e-keñver ar roue, rak gwelout a rejont e oa ennañ furnez Doue evit barn gant reizhder.
Pa welas anezhañ mibien ar brofeded a oa e Jeriko, a-dal, e lavarjont: Emañ bremañ spered Elia war Elizea. Hag e teujont en arbenn dezhañ, hag e stoujont d'an douar dirazañ.
An AOTROU a roas d'ar bobl da gavout trugarez dirak an Ejipsianed, ha Moizez zoken a oa bras-meurbet e bro Ejipt dirak daoulagad servijerien Faraon ha dirak daoulagad ar bobl.
Evel-se Israel a welas an dorn kreñv en doa displeget an AOTROU a-enep an Ejipsianed. Hag ar bobl a zoujas an AOTROU , hag e kredjont en AOTROU hag e Moizez e servijer.
Servijer Doue eo evit da vad. Met mar rez an droug, az pez aon, rak ne zoug ket ar c’hleze evit netra, met servijer Doue eo evit veñjiñ en ur gastizañ an hini a ra an droug.
An AOTROU a lavaras da Jozue: Hiziv e krogin da sevel ac'hanout dirak daoulagad Israel, evit ma ouezint penaos, evel ma'z on bet gant Moizez, e vin ganit.