hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
Jozue 16:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag ez ae an harz eus Tappuak war-zu ar c'huzh-heol betek froud Kanah, hag e tape ar mor. Hennezh e voe hêrezh mibien Efraim hervez o ziegezhioù. |
hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
Diwar-benn harz ar c'huzh-heol, ar Mor Bras a vo an harz evidoc'h, hoc'h harz kornog e vo.
Mibien Efraim o doa ivez kêrioù distag e-kreiz hêrezh mibien Manase, kêrioù gant o c'hêriadennoù.
Harz Manase a yae eus Aser betek Mikmetad a-dal da Sichem, hag ez ae an harz da Jamin da gavout annezidi En-Tappuak.