O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
hag ez ae an harz war-zu ar mor da Vikmetad en hanternoz, hag e troe an harz war-zu ar sav-heol etrezek Taanad-Silo, hag e tremene war-zu ar sav-heol dre Janoak,
an doureier a ziskenne eus krec'h a chomas a-sav, en ur bern, pell bras, tost da gêr Adam a zo eus tu Zartan, hag a re a ziskenne war-zu mor ar blaenenn, Mor an Holen, a voe troc'het holl. Hag ar bobl a dremenas a-dal da Jeriko.
En amzer-se, Jozue a douas o lavarout: Milliget ra vo dirak an AOTROU an den en em savo evit adober ar gêr-mañ, Jeriko. He diazez a lakaio diwar-goust e gentañ-ganet, hag he dorojoù diwar-goust e vab yaouankañ.