6 hag ez ae an harz war-zu ar mor da Vikmetad en hanternoz, hag e troe an harz war-zu ar sav-heol etrezek Taanad-Silo, hag e tremene war-zu ar sav-heol dre Janoak,
hag e tiskenne eus Janoak da Atarod ha da Naarad, hag e tizhe Jeriko, hag e tape ar Jordan,
Harz Manase a yae eus Aser betek Mikmetad a-dal da Sichem, hag ez ae an harz da Jamin da gavout annezidi En-Tappuak.
Holl vodadenn mibien Israel en em zastumas e Silo, hag e lakajont eno teltenn an engalv. Ar vro a oa bet mestroniet ganto.