O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
Hag e tiskenne an harz da froud Kana, da greisteiz ar froud. Ar c'hêrioù-se a oa da Efraim, e-kreiz kêrioù Manase. Hag ez ae harz Manase en hanternoz ar froud, hag e tape ar mor.