hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
Jozue 16:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel, |
hag en lakaas da roue war Galaad, war an Ashuried, war Jizreel, war Efraim, war Benjamin, ha war holl Israel.
O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda.
hag ez ae ac'hane an harz war-zu Luz, e kreisteiz Luz, a zo Betel, hag e tiskenne an harz da Atarod-Adar, e-kichen ar menez a zo e kreisteiz Bet-Horon-Izel,