Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 16:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Evel-se mibien Jozef, Manase hag Efraim, o doe o hêrezh.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 16:4
6 Referencias Cruzadas  

Hag e c'halvas an eil Efraim rak Doue, emezañ, en deus va rentet frouezhus e bro va glac'har.


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu harzoù ar vro en devo daouzek meuriad Israel da hêrezh; Jozef en devo div lodenn.


Mibien Jozef a rae daou veuriad, Manase hag Efraim, ha ne voe ket roet a lod d'al Levited er vro, nemet kêrioù da chom enno gant o douaroù tro-dro evit o chatal hag evit o madoù.


Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,


Mibien Jozef a gomzas ouzh Jozue o lavarout: Perak ec'h eus roet din da hêrezh ul lodenn hepken, pa'z on ur bobl niverus, en deus benniget an AOTROU betek-henn?


Hag he lodennint e seizh lodenn, Juda a chomo en e harzoù er c'hreisteiz, ha ti Jozef a chomo en e harzoù en hanternoz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos