Jozue 18:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
13 hag ez ae ac'hane an harz war-zu Luz, e kreisteiz Luz, a zo Betel, hag e tiskenne an harz da Atarod-Adar, e-kichen ar menez a zo e kreisteiz Bet-Horon-Izel,
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.
hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.