Jozue 16:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag ez ae eus Betel da Luz, hag e tremene war harz an Arkianed en Atarod, |
Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.
Pa voe erruet Hushai an Arkiad, mignon David, da gavout Absalom, Hushai a lavaras da Absalom: Ra vevo ar roue! Ra vevo ar roue!
O dalc'hioù hag o chomlec'hioù a voe: Betel hag ar c'hêriadennoù tro-dro; etrezek ar sav-heol, Naaran; etrezek ar c'huzh-heol, Gezer hag ar c'hêriadennoù tro-dro, Sichem hag ar c'hêriadennoù tro-dro, betek Gaza hag ar c'hêriadennoù tro-dro.
hag ez ae ac'hane an harz war-zu Luz, e kreisteiz Luz, a zo Betel, hag e tiskenne an harz da Atarod-Adar, e-kichen ar menez a zo e kreisteiz Bet-Horon-Izel,