Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 16:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Pa voe erruet Hushai an Arkiad, mignon David, da gavout Absalom, Hushai a lavaras da Absalom: Ra vevo ar roue! Ra vevo ar roue!

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 16:16
13 Referencias Cruzadas  

Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.


Met mar distroez e kêr, ha ma lavarez da Absalom: Me a zo da servijer, o roue! Servijet em eus da dad abaoe pell, ha bremañ e servijin ac'hanout; neuze e tisc’hri em c'heñver kuzul Akitofel.


Evel-se Hushai mignon David a zistroas e kêr. Hag Absalom a zeuas da Jeruzalem.


Rak diskennet eo hiziv, lazhet en deus ejened, leueoù lart ha deñved e-leizh, ha pedet en deus holl vibien ar roue, pennoù an arme, hag an aberzhour Abiatar. Ha setu, emaint e tebriñ hag oc'h evañ dirazañ, hag e lavaront: Ra vevo ar roue Adonija!


Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!


Azaria mab Natan a oa penn ar verourien; Zabud mab Natan a oa ar c'hentañ ofiser ha mignon ar roue;


Neuze e lakaas da zont er-maez mab ar roue, hag e lakaas warnañ ar gurunenn hag an Testeni. Ober a rejont anezhañ roue, hag ec'h olevjont anezhañ, hag o stlakañ o daouarn, e lavarjont: Ra vevo ar roue!


Ar Galdeiz a lavaras d'ar roue en aramaeg: O roue, ra vevi da viken! Lavar an huñvre da'z servijerien, hag e tiskuilhimp dit an disklêriadenn.


Ar rouanez a zeuas e sal ar fest en abeg da gomzoù ar roue hag ar re vras. Ar rouanez a gomzas o lavarout: O roue, ra vevi da viken! Ra ne vi ket trubuilhet gant da soñjoù, ha ra ne vo ket kemmet da zremm.


Daniel a lavaras d'ar roue: O roue, ra vevi da viken!


Neuze ar vinistred hag ar satraped a vodadas etrezek ar roue hag a gomzas evel-se: Roue Dariuz , ra vevi da viken!


Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!


Samuel a lavaras d'an holl bobl: Hag e welit an hini en deus dibabet an AOTROU? N'eus den ebet e-touez an holl bobl a vefe heñvel outañ. Hag an holl bobl a laoskas kriadennoù a levenez o lavarout: Ra vevo ar roue!


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos