15 Absalom hag an holl bobl, tud Israel, a yeas e Jeruzalem, hag Akitofel a oa gantañ.
E-pag ma kinnige Absalom aberzhoù, e kasas da gerc'hat Akitofel ar Gilonat, kuzulier David, eus e gêr a C'hilo. Hag en em reas eno un irienn c'halloudus, hag ar bobl a yae en ur greskiñ e-kichen Absalom.
Pa voe erruet David war al lein, el lec'h ma stouas dirak Doue, setu e teuas d'e gavout Hushai an Arkiad, roget e doneg ha douar war e benn.
Evel-se Hushai mignon David a zistroas e kêr. Hag Absalom a zeuas da Jeruzalem.
Evel-se ar roue David hag an holl bobl a oa gantañ a zeuas da vezañ skuizh, hag eno ec'h ehanjont.