Jozue 13:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag holl annezidi ar menez, adalek al Liban betek Misrefod-Maim, hag an holl Sidoniz. Me o c'haso kuit dirak mibien Israel. Laka hepken kement-se evel hêrezh da Israel, evel ma em eus gourc'hemennet dit, |
Lodennañ a reot ar vro dre ar sord evel hêrezh d'ho tiegezhioù. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hêrezh vihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhañ dre ar sord. Hoc'h hêrezh ho po hervez meuriad ho tadoù.
En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.
Jozue a gemeras ivez holl gêrioù ar rouaned-se, gant o holl rouaned, hag e lazhas anezho gant barvenn ar c'hleze; hag o lakaas da verz, evel m'en doa gourc'hemennet Moizez servijer an AOTROU .
An AOTROU a lakaas anezho etre daouarn Israel, a bilas anezho hag a redas war o lerc'h betek Sidon ar Vras ha betek Misrefod-Maim, ha betek traonienn Vizpa war-zu ar sav-heol; o filet o deus en doare na lezjont den da dec'hout kuit.
anavezit penaos ne gendalc'ho ket an AOTROU ho Toue da gas kuit ar vroadoù-se dirazoc'h, met bez' e vint evidoc'h ur roued hag ur pech, ur skourjez ouzh ho kostezioù, drein en ho taoulagad, betek ma'z eot da get a-ziwar c'horre ar vro vat-mañ en deus roet deoc'h an AOTROU ho Toue.
Gwelit, lodennet em eus deoc'h evel hêrezh, hervez ho meuriadoù, an holl vroadoù a zo chomet adalek ar Jordan, hag an holl vroadoù am eus distrujet betek ar Mor Bras war-zu ar c'huzh-heol.
An AOTROU ho Toue o diboulzo a-zirazoc'h hag o c'haso kuit dirazoc'h, hag e perc'hennot o bro, evel m'en deus lavaret an AOTROU ho Toue deoc'h.