Jozue 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned adalek ar Shihor a red a-dal d'an Ejipt betek harz Ekron war-zu an hanternoz, kontet evel Kananeat ez eus pemp penn-bras ar Filistined: hini Gaza, hini Asdod, hini Askalon, hini Gath hag hini Ekron; an Aviz |
En deiz-se, an AOTROU a reas un emglev gant Abram, o lavarout: Me a ro ar vro-mañ da'z lignez, adalek stêr an Ejipt betek ar stêr vras, ar stêr Eufratez,
Salomon a lidas ar gouel en amzer-se, hag holl Israel gantañ. Bez' e oa ur vodadenn vras-meurbet, deuet adalek trowardroioù Hamad betek froud an Ejipt, dirak an AOTROU hon Doue, e-pad seizh deiz ha seizh deiz all, da lavarout eo e-pad pevarzek deiz.
David a zastumas eta holl Israel, adalek ar Shihor en Ejipt betek digor Hamad, evit degas arc'h Doue eus Kirjad-Jearim.
A-dreuz an doureier bras, ed Shihor hag eost ar stêr a oa he leve; hi a oa marc'hallac'h ar broadoù.
Ha bremañ, petra ac'h eus d'ober war hent an Ejipt da evañ dour ar Shihor, ha petra ac'h eus d'ober war hent an Asiria da evañ dour ar stêr?
An Aviz, hag a oa o chom er c'hêriadennoù betek Gaza, a voe distrujet gant ar Gaftorim o tont eus Kaftor; int a chomas en o lec'h.
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.
Priñsed ar Filistined a bignas d'he c'havout hag a lavaras dezhi: Hoal anezhañ, anavez dioutañ a-belec'h e teu e nerzh bras ha penaos e c'hellfemp e drec'hiñ, evit ma c'hellimp e eren hag e vestroniañ. Pep hini ac'hanomp a roio dit kant dek pezh arc'hant.
Pemp priñs ar Filistined, an holl Gananeiz, ar Sidoniz, an Hevianed a oa o chom e menez al Liban adalek menez Baal-Hermon betek digor Hamad.
Kas a rejont eta arc'h Doue da Ekron. Pa erruas arc'h Doue en Ekron, an Ekroniz a grias o lavarout: Degaset o deus deomp arc'h Doue Israel, evit hol lakaat da vervel, ni hag hor pobl!
Hag e kerc'hjont hag e tastumjont holl briñsed ar Filistined, hag e lavarjont: Petra a raimp gant arc'h Doue Israel? Hag e respontjont: Ra vo kaset arc'h Doue Israel betek Gad. Hag e tezougjont arc'h Doue Israel.
Hag e lavarjont: Peseurt aberzh a gablusted a raimp? Hag e respontjont: Hervez niver priñsed ar Filistined, pemp gwazrudez aour ha pemp logodenn aour, rak un hevelep gouli a zo bet warnoc'h holl ha war ho priñsed.