goude m'en doe trec'het Sihon, roue an Amoreaned a oa o chom en Hesbon, hag Og, roue Basan a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.
Jozue 13:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag holl rouantelezh Og e Basan a rene en Ashtarod hag en Edrei, un nemorant eus ar Refaim. Moizez a bilas anezho hag o c'hasas kuit. |
goude m'en doe trec'het Sihon, roue an Amoreaned a oa o chom en Hesbon, hag Og, roue Basan a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.
Hogen mibien Israel ne gasas ket kuit ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed, met ar C'heshurianed hag ar Vaakatianed a zo chomet e-kreiz Israel betek hiziv.
Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.