Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 13:31 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

31 Un hanter eus Galaad, Ashtarod hag Edrei, kêrioù rouantelezh Og e Basan, a voe da vibien Makir mab Manase, d'un hanter eus mibien Makir hervez o ziegezhioù.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 13:31
14 Referencias Cruzadas  

Da vibien Gershon, e voe roet eus tiegezhioù an hanter-veuriad Manase, Golan e Basan gant he fabourzioù, Ashtarod gant he fabourzioù,


Abalamour da'z re garet-mat da vezañ dieubet, hor savete gant da du dehou hag hor selaou!


Ouzh harz Neftali, eus ar sav-heol d'ar c'huzh-heol, e vo lodenn Vanase.


Douar Og roue Basan, un nemorant eus ar Refaim, a oa o chom en Ashtarod hag en Edrei.


hag holl rouantelezh Og e Basan a rene en Ashtarod hag en Edrei, un nemorant eus ar Refaim. Moizez a bilas anezho hag o c'hasas kuit.


Hennezh e voe an hêrezh a lodennas Moizez e plaenennoù Moab, en tu all d'ar Jordan, a-dal da Jeriko, war-zu ar sav-heol.


Dek lodenn a zegouezhas da Vanase ouzhpenn broioù Galaad ha Basan en tu all d'ar Jordan,


rak merc'hed Manase o doe un hêrezh e-touez e vibien. Ha bro Galaad a voe evit mibien all Manase.


ha kement en deus graet da zaou roue an Amoreaned a oa en tu all d'ar Jordan, da Sihon roue Hesbon, ha da Og roue Basan, a oa en Ashtarod.


Neuze mibien Israel a reas adarre an droug dirak daoulagad an AOTROU, hag e servijjont ar Baaloù hag Ashtarod, doueoù Siria, doueoù Sidon, doueoù Moab, doueoù mibien Ammon ha doueoù ar Filistined. Hag e tilezjont an AOTROU ha ne servijjont ken anezhañ.


Galaad a zo chomet en tu all d'ar Jordan. Ha Dan, perak ez eo manet war e listri? Aser a zo en em zalc'het war vord ar mor hag a zo chomet en e borzhioù.


Neuze e krijont d'an AOTROU o lavarout: Pec'het hon eus, rak dilezet hon eus an AOTROU ha servijet hon eus ar Baaloù hag Astarte. Met bremañ dieub ac'hanomp eus hon enebourien, hag e servijimp ac'hanout.


Samuel a gomzas ouzh holl di Israel o lavarout: Mar distroit a holl galon d'an AOTROU , lamit eus ho touez an doueoù estren hag Astarte, ha distroit ho kalon etrezek an AOTROU , servijit-eñ hepken, hag ho tieubiñ a raio eus dorn ar Filistined.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos