La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Joel 3:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

An Ejipt a vo gwastet, Edom a vo ur gouelec'h spontus, en abeg d'an taerder e-keñver mibien Juda, m'o deus skuilhet o gwad didamall en o bro.

Ver Capítulo



Joel 3:19
19 Referencias Cruzadas  

AOTROU, az pez soñj eus mibien Edom, a lavare en deiz Jeruzalem: Touzit, touzit betek he diazez!


Nijal a raint war skoaz ar Filistined war-zu ar c'huzh-heol, a-gevret e preizhataint mibien ar sav-heol, astenn a raint o dorn war Edom ha Moab, mibien Ammon a vo dindano.


An AOTROU a lakaio da verz brec'h-vor an Ejipt, sevel a raio e zorn war ar stêr en ur c'hwezhañ gant nerzh, en ranno e seizh gwazh-dour, hag e vo treuzet gant botoù.


Edom a vo ur rivin, ar re a dremeno en e gichen a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.


Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.


Tridal a ri hag e laouenai, merc'h Edom, a zo o chom e bro Uz! An hanaf a dremeno ivez etrezek ennout, mezv ha lakaet en noazh e vi


Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


Me o degaso eus bro Ejipt, me o dastumo eus Asiria, hag o lakain da zont da vro Galaad ha d'al Liban, ha ne vo ket lec'h a-walc'h evito.


Rak reizh eo dirak Doue ma rentfe ar glac’har d’ar re ho klac’har,