An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e c'hwitello hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?
Rak touet em eus drezon va-unan, eme an AOTROU, Bozra a zeuio da vezañ ur rivin, un dismegañs, ur gwastadur, ur vallozh, hag hec'h holl gêrioù a vo gouelec'hioù peurbadus.
En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.
evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Astenn a ran va dorn war Edom, lemel a ran tud ha loened dioutañ, en lakaan da vezañ ur gouelec'h, eus Teman betek Dedan e kouezhint dre ar c'hleze.
Evel ma'z out bet laouenaet diwar-benn hêrezh ti Israel pa voe drastet, evel-se e rin dit. Te a vo drastet Menez Seir, gant Edom en e bezh, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
Lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Menez Seir, hag ec'h astennin va dorn a-enep dit, hag e lakain ac'hanout da vezañ un digenvez hag ur gouelec'h.
Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.
Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.
Ar rummoù da zont, ho mibien a savo war ho lerc'h hag an diavaeziad a zeuio eus ur vro bell, a welo goulioù ar vro-mañ, ar c'hleñvedoù en devo an AOTROU kaset enni,