Den yaouank, bez laouen ez oad tener, ha ra lakaio da galon ac'hanout eürus en deizioù da yaouankiz, ha kerzh evel ma kas da galon ac'hanout hag hervez sell da zaoulagad. Met gouez e vi derenet da varnedigezh gant Doue evit an holl draoù-se.
Rak evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ar re na oant ket barnet da evañ an hanaf a evo anezhañ, ha te a vefe ezdalc'het? Ne vi ket ezdalc'het, met a-dra-sur evañ a ri anezhañ.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Edom, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'en deus redet war-lerc'h e vreur gant ar c'hleze, hag en deus mouget pep truez, dre m'en deus e gounnar roget hep paouez hag e fulor padet atav.
Gweledigezh Abdia. Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU diwar-benn Edom: Klevet hon eus ur c'heloù a-berzh an AOTROU, hag ur c'hannad a zo bet kaset e-touez ar broadoù: Savit, Savomp a-enep dezhañ, d'ar brezel!
Leuniet e vi a vezh, ha n'eo ket a c'hloar. Ev te ivez, hag en em zizolo! Hanaf dorn dehou an AOTROU a raio an dro betek ennout, hag an dismegañs a vo war da c'hloar!