Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:35 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

35 Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:35
20 Referencias Cruzadas  

Neuze Sarai a lavaras da Abram: An dismegañs a zo graet din a gouezh warnout. Lakaet em eus va matezh ez pruched, ha pa he deus gwelet he doa koñsevet, e tisprizas ac'hanon. Ra varno an AOTROU etre me ha te!


ar re a lavar: Gant hon teodoù e trec'himp, hor muzelloù a zo deomp, piv a vo hor mestr?


Kanit d'an AOTROU a zo o chom e Sion, disklêriit e oberoù bras e-touez ar pobloù,


Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU.


Dastumit gant kriadennoù ar waregerien a-enep Babilon. C'hwi holl a antell ar wareg, kampit a-enep dezhi tro-dro, ra ne dec'ho den. Rentit dezhi hervez hec'h oberoù, grit dezhi hervez kement he deus graet, rak eo en em savet gant lorc'h a-enep an AOTROU, a-enep Sant Israel.


Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.


Ra zeuio o holl zrougiezh dirazout. Gra dezho evel m'ec'h eus graet din en abeg da'm holl zisentidigezh. Niverus eo va huanadoù ha dinerzh va c'halon.


Rak an taerder a-enep al Liban a adkouezho warnout, hag ivez distruj al loened spontet, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.


kounnaret on, eus ur gounnar vras, a-enep ar broadoù peoc'hus-se, rak pa oan un nebeud fuloret, o deus roet sikour d'an droug.


Rak diouzh ar varn ma varnit e viot barnet, ha diouzh ar muzul ma vuzuilhit e vo muzuliet deoc’h.


rak ar varn a zo hep trugarez evit an hini n’en deus ket bet trugarezus. Met an drugarez a sav dreist ar varn.


Rak skuilhet o deus gwad ar sent hag ar brofeded, hag ec’h roet eus dezho gwad da evañ. Henn meritout a reont.


Neñv, en em laouena abalamour dezhi, kenkoulz ha c’hwi ebestel ha profeded santel. Rak Doue en deus graet warni barnedigezh hoc’h abeg.


Grit dezhi evel ma he deus graet deoc’h ha roit dezhi an daougement eus ar pezh he deus graet. En hanaf m’he deus mesket, meskit dezhi an daougement.


Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?


anez ra zeuio an tan eus Abimelek ha ra zevo pennoù Sichem ha ti Milho, ha ra zeuio an tan eus pennoù Sichem hag eus ti Milho ha ra zevo Abimelek!


evit ma tistroio ar feulster e-keñver dek ha tri-ugent mab Jerubbaal hag o gwad war Abimelek o breur, en doa o lazhet, ha war bennoù Sichem o doa e sikouret da lazhañ e vreudeur.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos