Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
Jeremiaz 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pep hini a ra goap eus e nesañ, ne lavaront ket ar wirionez, graet o deus d'o zeod lavarout gevier, aet int skuizh oc'h ober an droug. |
Hag e skojont a zallidigezh ar re a oa dirak digor an ti, adalek an hini bihanañ betek an hini brasañ, e doare ma skuizhjont o klask an nor.
Da gomzoù aner, hag e raint d'an dud tevel? Ha goap a ri hep ma vo den a raio mezh dit?
rak ne gouskont ket ma n'o deus ket graet un droug bennak, hag o c'housk a zo lamet diouto ma n'o deus ket lakaet unan bennak da gouezhañ,
Gwalleur d'ar re a denn an drougiezh gant kerdin ar gaou, hag ar pec'hed gant sugelloù ur c'harr,
Dre hirder da hent ez out aet skuizh, ha ne'c'h eus ket lavaret: En aner eo! Kavet ec'h eus nerzh ez torn, setu perak n'out ket kouezhet.
Hadet o deus gwinizh hag ec'h eostont draen, roet o deus bec'h hep gounid. Mezh hoc'h eus gant hoc'h eostoù, en abeg da gounnar entanet an AOTROU.
Rak da vreudeur zoken ha ti da dad, ar re-se zo bet touellus ez keñver, ar re-se o deus kriet a-leizh-korzenn war da lerc'h. Na gred ket anezho, ha pa gomzont zoken en un doare c'hwek ouzhit.
Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?
Va fobl a zo diskiant, n'anavezont ket ac'hanon. Mibien sot, diboell, barrek d'ober an droug, n'ouzont ket ober ar mad.
Evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Mogerioù Babilon, ken ledan, a vo diskaret en o fezh, o dorojoù, ken uhel, a vo devet dre an tan. Evel-se ar pobloù o devo labouret en aner, hag ar broadoù o devo skuizhet evit an tan.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Neuze e lavari dezho: Amañ emañ ar vroad na selaou ket mouezh an AOTROU he Doue ha na zegemer ket ar gelennadurezh. Ar wirionez a zo aet da goll, lamet eo diouzh o genoù.
Stegnañ a reont o zeod evel ur wareg evit ar gaou. N'eo ket evit ar wirionez ez int galloudus er vro, rak mont a reont eus drougiezh da zrougiezh, ha n'anavezont ket ac'hanon, eme an AOTROU.
O zeod a zo ur bir lazhus a lavar gevier. Pep hini en deus ar peoc'h en e c'henoù gant e nesañ, met en e galon e stegn antelloù dezhañ.
Skuizhañ a ra gant he gevier, he mergl bras n'eo ket distaget diouti, mont a raio he mergl d'an tan.
Rak he re binvidik a zo leun a feulster, hec'h annezidi a lavar gevier, hag un teod touellus o deus en o genoù.
Setu, ha n'eo ket dre volontez AOTROU an armeoù e labour ar pobloù evit an tan, ha ma en em skuizh ar broadoù evit netra?
Ha n'hon eus ket holl un hevelep tad? Un hevelep Doue, ha n'en deus ket hor c'hrouet? Perak eta ez omp fall an eil e-keñver egile, o tisakrañ emglev hon tadoù?
Dre-se, o vezañ kaset kuit ar gaou, ra gomzo pep hini ac’hanoc’h hervez ar wirionez d’e nesañ, rak izili omp an eil d’egile.
Hag an holl rummad-se a oa bet dastumet da gavout o zadoù, ha war o lerc'h e savas ur rummad all n'anavezent ket an AOTROU, nag an oberoù en doa graet evit Israel.