Malaki 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
10 Ha n'hon eus ket holl un hevelep tad? Un hevelep Doue, ha n'en deus ket hor c'hrouet? Perak eta ez omp fall an eil e-keñver egile, o tisakrañ emglev hon tadoù?
Moizez a zeuas hag a lavaras d'ar bobl holl gomzoù an AOTROU hag e holl lezennoù. An holl bobl a respontas a vouezh unvan hag a lavaras: Ni a raio kement tra en deus lavaret an AOTROU .
Kemer a reas levr an emglev hag e lennas anezhañ d'ar bobl. Int a selaouas, hag e lavarjont: Ni a raio kement en deus lavaret an AOTROU , hag e sentimp.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da grouet, o Jakob, an hini en deus da stummet, o Israel! Na'z pez ket aon, rak da zasprenet em eus, da c'halvet em eus dre da anv, din-me out.
Evel-henn e komz an AOTROU, an hini en deus da graet ha stummet adalek kof da vamm, an hini a zo da sikour: Na'z pez ket aon, o Jakob va servijer, ha Jeshurun am eus dibabet!
A-dra-sur te eo hon tad. Pa ne oufe Abraham anv ebet deomp, pa n'anavezfe ket Israel ac'hanomp, AOTROU, te eo hon tad, hon dasprener, setu aze da anv a bep amzer.
N'eus den hag a c'halvfe da anv, nag a zihunfe evit en em stagañ ouzhit. Setu perak ec'h eus kuzhet da zremm ouzhimp, hag ec'h eus lakaet ac'hanomp da deuziñ en abeg d'hon direizhder.
Dont a raint gant daeroù hag o renin e-kreiz aspedennoù, o c'has a rin d'an doureier-red, dre un hent eeun e-lec'h na gouezhint ket. Me a zo un tad evit Israel, hag Efraim eo va c'hentañ-ganet.
Mab an den, ar re a zo o chom e lec'hioù gwastet bro Israel, a gomz o lavarout: Abraham a oa e-unan, hag en deus bet ar vro da hêrezh, met ni a zo niverus, hag ar vro a zo roet deomp da hêrezh.
Ur mab a enor e dad, hag ur servijer a enor e vestr. Mard on tad, pelec'h emañ an enor a zo din? Mard on mestr, pelec'h emañ an aon a zo dirazon? eme AOTROU an armeoù deoc'h-c'hwi, aberzhourien a zispriz va anv, hag a lavar: E petra hon eus disprizet da anv?
Juda en deus graet an droug, un euzhusted a zo bet graet en Israel hag e Jeruzalem. Rak Juda en deus disakret ar pezh a oa santelaet d'an AOTROU, ar pezh a gare, hag en deus dimezet gant merc'h un doue estren.
Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhañ evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoù.
Kas a rejont d’e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
Dougit eta frouezh dereat d’ar geuzidigezh, ha n’en em lakait ket da lavarout ennoc’h hoc’h-unan: Ni hon eus Abraham da dad! Rak me a lavar deoc’h e c’hell Doue sevel eus ar vein-se bugale da Abraham.
An deiz war-lerc’h, en em ziskouezas dezho e-pad ma en em gannent hag ec’h alias anezho da vezañ e peoc’h o lavarout: Tud, breudeur oc’h, perak en em wallgasit an eil egile?
koulskoude ni n’hon eus nemet un Doue hepken, an Tad, e teu an holl draoù dioutañ hag ez omp-ni evitañ, hag un Aotrou hepken, Jezuz-Krist, a zo an holl draoù drezañ hag emaomp-ni drezañ.
ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc’hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc’h.
Kemeret em eus ho tad Abraham eus an tu all d'ar stêr, lakaet em eus anezhañ da vont dre holl vro Ganaan, kresket em eus e lignez, o reiñ dezhañ Izaak.