Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Malaki 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Ha me ivez em eus ho lakaet da vezañ disprizus ha displet d'an holl bobl, dre ma ne virit ket va hentoù, ha ma sellit ouzh diavaez an dud pa jubennit al lezenn.

Ver Capítulo Copiar




Malaki 2:9
30 Referencias Cruzadas  

Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù!


Ne rin van eus diavaez an dud, ha ne loavin den ebet.


Eñvor ar re reizh a vo benniget, met anv ar re zrouk a vreino.


An den a vo meulet hervez e boell, met an hini a zo tuet fall a galon a vo disprizet.


Fregañ a rin ho kouelioù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, ha ne vint ken etre ho taouarn da vezañ touellet, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Gwalleur war walleur a zeuio, hag e vo brud war vrud. Goulenn a raint ur weledigezh digant ar profed, met al lezenn a vo kollet gant an aberzhourien, hag ar c'huzul gant an henaourien.


He fennoù a varn evit profoù, hec'h aberzhourien a gelenn evit ur gopr, he frofeded a ziougan evit arc'hant, hag en em harpont war an AOTROU o lavarout: Ha n'emañ ket an AOTROU en hon touez? Ar gwalleur ne zeuio ket warnomp!


Teurel a rin warnout da euzhusted, da rentañ a rin displet, hag e lakain ac'hanout da wel d'an dud.


Setu, distrujañ a rin hoc'h haderezh, ha skuilhañ a rin teil war ho tremmoù, teil loened hoc'h aberzhoù, hag e viot kaset kuit ganto.


Met c'hwi a zo en em bellaet diouzh an hent-se; lakaet hoc'h eus gant al lezenn un abeg da gouezhañ evit kalz a dud, ha torret hoc'h eus emglev Levi, eme AOTROU an armeoù.


Met hemañ, o fellout diskouez e oa reizh, a lavaras da Jezuz: Ha piv eo va nesañ?


Met gwalleur deoc’h, farizianed! Abalamour ma paeit an deog war ar vent, war ar ru ha war an holl louzoù, e-pad ma lezit a-gostez ar reizhder ha karantez Doue. Ar re-se a oa ret ober, hep koulskoude dilezel ar re all.


E-keñver ar re a zo kontet evit bezañ tud a-bouez, ne sell ket ouzhin petra int bet gwechall rak Doue ne ra diforc’h ebet e-touez an dud, ar re a zo kontet evit bezañ a-bouez n’o deus lavaret netra din.


Ne reot van eus diavaez an dud er barnedigezhioù, selaou a reot an hini bihan evel an hini bras, n'ho po aon rak den ebet, rak ar varn a zo da Zoue, hag e lakaiot da zont dirazon an dra a vo re ziaes evidoc'h, ha me he c'hlevo.


Setu perak e lavar an AOTROU Doue Israel: Disklêriet em eus e kerzhje da di ha ti da dad dirazon da viken. Met bremañ e lavar an AOTROU: Pell diouzhin! Rak enoriñ a rin ar re a enor ac'hanon, met ar re am dispriz a vo disprizet.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos