Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.
Jeremiaz 9:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned met an hini a fouge, ra fougeo gant kement-mañ: poellek eo, va anavezout a ra, hag e oar ez on an AOTROU, a ra trugarez, barnedigezh ha reizhder war an douar, rak en traoù-se e kavan plijadur, eme an AOTROU. |
Gouzout a ran dija en deus an AOTROU saveteet e Olevad; respont a raio dezhañ eus neñvoù e santelezh, gant skoazell c'halloudek e du dehou.
Te eo an hini en deus hon saveteet eus hon enebourien, hag en deus rentet mezhek ar re a gasae ac'hanomp.
Pa gar ac'hanon meurbet, eme an AOTROU, e tieubin anezhañ. Me en lakaio e surentez, dre ma'z anavez va anv.
Nerzh ar roue a gar ar reizhder, lakaet ec'h eus an eeunder, graet ec'h eus ar varnedigezh hag ar reizhder e Jakob.
Neuze an dud a vo spontet ha mezhek en abeg d'an Etiopia o esperañs ha d'an Ejipt o gloar.
O gwentañ a ri, an avel o c'haso anezho, ar barr-amzer o stlabezo. Ha te a laouenaio en AOTROU, hag e kavi da c'hloar e Sant Israel.
Rak me eo an AOTROU, an hini a gar ar varnedigezh hag a gasa al laeroñsi evit al loskaberzh. Me a roio dezho o gopr gant fealded, hag e tiazezin ganto un emglev peurbadus.
Barn a rae kaoz ar paour hag an ezhommeg, hag ez ae mat an traoù gantañ. Ha n'eo ket-se va anavezout? eme an AOTROU.
hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.
Disklêriet en deus dit, o den, ar pezh a zo mat, hag ar pezh a c'houlenn an AOTROU diganit, nemet ober ar pezh a zo reizh, karout an drugarez, ha kerzhout izelek gant da Zoue.
Piv a zo un Doue heñvel ouzhit, hag a bardon an direizhder hag a dremen dreist pec'hed an nemorant eus e hêrezh? Ne vir ket da viken e gounnar, rak trugarez a blij dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad kennebeut nemet ar Mab, hag an hini e fell d’ar Mab e ziskuliañ dezhañ.
Pep tra a zo bet roet din gant va Zad, ha den ne oar piv eo ar Mab nemet an Tad, na piv eo an Tad nemet ar Mab hag an hini a fell d’ar Mab e zisklêriañ dezhañ.
Hag ar vuhez peurbadus eo ma’c’h anavezint ac’hanout, te ar gwir Doue nemetañ, ha Jezuz-Krist, an hini ac’h eus kaset.
N’eo ket kement-se hepken, met c’hoazh e kavomp gloar e Doue dre hon Aotrou Jezuz-Krist, hon eus resevet bremañ an adunvanidigezh drezañ.
Rak Doue, hag en deus lavaret: Ra sklêrijenno ar gouloù eus an deñvalijenn, a sklêrijenn hor c’halonoù evit lakaat anaoudegezh gloar Doue da lugerniñ war dremm Jezuz-Krist.
Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.
Rak ni a zo an amdroc’hidi, ni hag a azeul Doue er Spered, ni hag a gavomp gloar e Jezuz-Krist, ni ha ne lakaomp ket hor fiziañs er c’hig,
Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.