Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet.
Jeremiaz 8:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gortoz a raemp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont. |
Pa c'hortozen an eurvad, an drougeur a zo deuet. Pa c'hortozen ar sklêrijenn, an deñvalijenn a zo deuet.
An distrujerien a zeu war holl grec'hennoù ar gouelec'h, rak kleze an AOTROU a zebr ar vro eus ur penn d'egile. N'eus peoc'h enni evit den.
Ha distaolet ez pefe Juda evit biken? Ha bez' en defe da ene heug ouzh Sion? Perak e skoez warnomp hep ma vefe yec'hed ebet evidomp? Gortoz a reomp ar peoc'h, met n'eus netra vat, amzer ar yec'hed, met setu ar spont.
Hag em eus lavaret: A Aotrou AOTROU! E gwirionez ec'h eus touellet ar bobl-mañ ha Jeruzalem, o lavarout: Ar peoc'h ho po! Met ar c'hleze a zeu betek an ene.
N'it ket d'ar parkeier ha na gerzhit ket war an hentoù, rak kleze an enebour hag ar spont a zo e pep lec'h tro-dro.
Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.
Rak plac'h Marod a zo en enkrez diwar-benn he mad, peogwir e tiskenn an droug a-berzh an AOTROU betek dor Jeruzalem.
Rak pa lavarint: Peoc’h ha surentez! neuze un distruj buan a zeuio warno, evel ma c’hoarvez ar gwentloù gant ur wreg a zo brazez, ha ne dec’hint ket.