Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.
Jeremiaz 6:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak evel-henn e komz AOTROU an armeoù: Troc'hit ar gwez, savit tosennoù a-enep Jeruzalem. Amañ emañ ar gêr da gastizañ, n'eus nemet gwaskerezh en he c'hreiz. |
Setu perak evel-henn e komz an AOTROU diwar-benn roue Asiria: Ne zeuio ket er gêr-mañ, ne daolo bir ebet enni, ne lakaio ket ar skoed dirazi, ne savo ket a gae en hec'h enep.
Abaoe ma komzan, e laoskan kriadennoù, krial a ran feulster ha gwaskerezh, rak komz an AOTROU a zo troet evidon en dismegañs hag e goapaerezh a-hed an deiz.
Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.
Setu ez eo savet tosennoù a-enep kêr evit he zapout, hag ar gêr a vo lakaet etre daouarn ar Galdeiz a ra brezel outi gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn. Ar pezh ac'h eus lavaret a zo c'hoarvezet, hag e welout a rez.
Rak ar gêr-mañ a zo bet din un dra a gounnar hag a erez, adalek an deiz ma'z eo bet savet betek hiziv, en doare ma lamin anezhi diwar va dremm,
Rak evel-henn e komz an AOTROU, Doue Israel, diwar-benn tiez ar gêr-mañ ha tiez rouaned Juda a vo diskaret dre an tosennoù ha dre ar c'hleze:
D'an navet bloaz eus Sedesia roue Juda, d'an dekvet miz, e teuas Nebukadnezar roue Babilon gant e holl arme a-enep Jeruzalem, hag e sezizjont anezhi.
Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
Ha ne gastizin ket evit an traoù-se, eme an AOTROU, ha n'en em veñjo ket va ene eus un hevelep broad?
Neuze e lakai ar seziz warni, hag e ri kreñvlec'hioù a-enep dezhi, hag e savi tosennoù a-enep dezhi, hag e lakai ur c'hamp en-dro dezhi, ha tourterezioù tro-dro.
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu ar Jeruzalem-mañ am boa lakaet e-kreiz ar broadoù hag ar broioù a zo en-dro dezhi.
Roue an hanternoz a zeuio, hag a savo tosennoù, hag a dapo kêrioù kreñv. Divrec'h ar c'hreisteiz ne c’hellint ket herzel, nag e bobl a-zibab, rak n'o devo ket an nerzh da herzel.
Rak deizioù a zeuio warnout ma raio da enebourien fozioù en-dro dit, hag e kelc’hint ac’hanout, hag e waskint ac’hanout a bep tu,