Daniel 11:15 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned15 Roue an hanternoz a zeuio, hag a savo tosennoù, hag a dapo kêrioù kreñv. Divrec'h ar c'hreisteiz ne c’hellint ket herzel, nag e bobl a-zibab, rak n'o devo ket an nerzh da herzel. Ver Capítulo |
A-benn un nebeud bloavezhioù ec'h unanint, ha merc’h roue ar c'hreisteiz a zeuio da gavout roue an hanternoz evit ober ar feur. Met hi ne viro ket nerzh ur vrec'h, na zalc'ho ket, nag he brec'h hec'h-unan. Droukroet e vint, hi, ar re o devo he degaset, he bugel, hag an hini en devo he harpet en amzerioù-se.