va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
Jeremiaz 51:54 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Trouz ur c'harmadeg a glever eus Babilon, ur rivin bras eus bro ar Galdeiz, |
va c'halon a huanado en abeg da Voab. E dec'hidi a red betek Zoar, betek Eglad-Shelishija. Pignat a reont en ur ouelañ krec'hienn Lukid; hag e lakaint da glevout kriadenn an distruj war hent Horonajim.
Diskar a rez safar an diavaezidi, evel an tommder war un douar sec'h, evel ma vez diskaret an tommder dindan skeud ur goumoulenn. Kan ar re spontus a vo izelaet.
Lazhit hec'h holl goleoù, ra ziskennint holl d'al lazhadeg. Gwalleur dezho, rak o deiz a zo deuet, amzer o c'hastiz!
Roue Babilon en deus klevet an trouz a gement-se, e zaouarn a zeu da vezañ laosk, an enkrez a grog ennañ, poanioù evel ur vaouez o wilioudiñ.
En deiz se, eme an AOTROU, e vo klevet kriadennoù eus dor ar Pesked, yudadennoù eus an eil karter, hag un diskar bras eus ar c'hrec'hiennoù.