Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:55 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

55 rak ez a an AOTROU da wastañ Babilon, da lakaat da baouez enni ar vouezh vras. O c'hoummoù a c'hrozmol evel doureier bras, trouz o mouezh a dregern,

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:55
18 Referencias Cruzadas  

hep an AOTROU evidomp, pa oa an dud a-enep deomp,


Neuze an doureier o dije hol lonket, ur froud en dije tremenet war hon ene.


Me a gri: Benniget ra vo an AOTROU! Hag on dieubet eus va enebourien.


Derc'hel a ra start ar menezioù dre e nerzh, gourizet eo a c'halloud.


Va savete, o Doue, rak an doureier o deus tizhet va buhez.


Diougan diwar-benn Moab. En un nozvezh Ar-Moab a zo bet distrujet, kaset da get; en un nozvezh Kir-Moab a zo bet distrujet, kaset da get.


Ar broadoù a ra safar evel ar safar eus kalz a zoureier, met Eñ a c'hourdrouz anezho, hag e tec'hont pell, kaset kuit evel plouz ar menezioù gant an avel, evel poultr gant ar barr-amzer.


Azez sioul, tec'h en deñvalijenn, merc'h ar Galdeiz, rak ne vi ken anvet pennrouanez ar rouantelezhioù.


Hag e lakain da baouez en o zouez mouezh ar joa ha mouezh al levenez, mouezh ar paotr-nevez ha mouezh ar plac'h-nevez, trouz ar mein-milin ha sklerijenn al lampoù.


Ar mor a zo pignet a-enep Babilon, goloet eo gant maread e goummoù.


evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit, Tir, hag e lakain meur a vroad da bignat a-enep dit, evel ma laka ar mor e goummoù da bignat.


Bez’ e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec’hamant, ha ne ouezint petra d’ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc’h ober un trouz bras.


Lavarout a reas din: An doureier ac’h eus gwelet, ma’z eo azezet ar c’hast warno, a zo pobloù, engroezioù, broadoù ha yezhoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos