An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?
Jeremiaz 51:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Penaos eo bet tapet Sheshak? Penaos eo bet paket an hini a oa meulet gant an douar holl? Penaos eo deuet Babilon da vezañ ur rivin, e-touez ar broadoù? |
An ti-mañ a zo savet ken uhel ma vo souezhet piv bennak a dremeno en e gichen, hag e lavaro: Perak en deus graet an AOTROU evel-se d'ar vro-mañ ha d'an ti-mañ?
Babilon, klod ar rouantelezhioù, kinklerezh ha lorc'h ar Galdeiz, a vo evel Sodom ha Gomora pa voent distrujet gant Doue.
e tistagi ar c'hrennlavar-mañ a-enep roue Babilon, hag e lavari: Penaos en deus echuet ar gwasker? Penaos en deus echuet c'hoantidigezh an aour?
da holl rouaned an hanternoz, ken tost evel pell, an eil goude egile, da holl rouantelezhioù ar bed, a zo war-c'horre an douar. Ha roue Sheshak a evo war o lerc'h.
Penaos eo bet torret, freuzet, morzhol an douar a-bezh! Penaos eo deuet Babilon un dismantr e-touez ar broadoù!
Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.
Holl dud an inizi a zo spouronet en abeg dit, o rouaned a zo spontet euzhus, o dremmoù a zo trejeboulet.
Lakaet en deus etre da zaouarn mibien an dud, loened ar parkeier, ha laboused an neñvoù e pep lec'h ma'z emaint o chom, ha graet en deus dit ren warno. Te eo ar penn en aour.
te eo, o roue! Te hag a zo deuet da vezañ bras ha kreñv, da vraster en deus kresket betek stekiñ ouzh an neñvoù, ha da ren en em astenn betek pennoù an douar.
ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?
E-touez an holl bobloù ma kaso an AOTROU ac'hanout en o c'hreiz, e vi ur souezh, ur goap hag ur godis.