Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jeremiaz 51:37 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

37 Babilon a zeuio da vezañ ur bern distruj, toulloù evit an aourgon, ur souezh hag ur c'hoapadenn, ha ne vo den o chom enni.

Ver Capítulo Copiar




Jeremiaz 51:37
24 Referencias Cruzadas  

Setu perak kounnar an AOTROU a zo bet war Juda ha war Jeruzalem, hag en deus roet anezho d'ar glac'har, d'ar reuz ha d'ar goapaerezh, evel ma welit gant ho taoulagad.


Ober a rin anezhi un toull evit an heureuchined, ur c'heun, he skubañ a rin gant skubell an distruj, eme AOTROU an armeoù.


evit ober eus o bro ur glac'har, ur goapaerezh peurbadus. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a hejo o fenn.


Hag e rin eus ar gêr-mañ ur glac'har hag ur goapaerezh. An holl re a dremeno a vo souezhet hag a c'hwitello en abeg d'hec'h holl c'houlioù.


Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.


da Jeruzalem ha da gêrioù Juda, d'he rouaned ha d'he friñsed, evit ober anezho ur rivin, ur glac'har, ur c'hoapadenn hag ur vallozh, evel ma weler hiziv,


setu e kasin hag e kemerin holl bobloù an hanternoz, eme an AOTROU, ha Nebukadnezar roue Babilon va servijer, hag o lakain da zont a-enep ar vro-mañ hag a-enep hec'h holl dud hag a-enep an holl vroadoù tro-dro. Hag o lakain da verz, hag e rin anezho ur glac'har hag ur goapaerezh, ur gouelec'h peurbadus.


Hag e redin war o lerc'h gant ar c'hleze, an naonegezh hag ar vosenn, hag e rin dezho bezañ ur spont evit holl rouantelezhioù an douar, ur vallozh, ur souezh, ur c'hoapadenn, un dismegañs, d'an holl vroadoù am bo o c'haset en o zouez,


Edom a vo ur rivin, ar re a dremeno en e gichen a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.


Azor a zeuio da vezañ toulloù evit an aourgon hag ur gouelec'h da viken. Ne vano den ebet eno, ne chomo mab-den ebet eno.


An douar a greno hag a vo er poanioù, rak pep mennad an AOTROU a-enep Babilon a vo graet, evit lakaat bro Vabilon da vezañ ur gouelec'h hep tud.


Hag e rin eus Jeruzalem dismantroù, eno e vo toulloù evit an aourgon, treiñ a rin kêrioù Juda e lec'hioù dilaosket, hep den o chom enno.


Rak miret eo bet reolennoù Omri hag holl zoareoù-ober ti Akab, hag e kerzhez hervez o c'huzulioù. Dre-se e rin ganit un distruj, ha gant da annezidi un dra a c'hoapaerezh, hag e tougot dismegañs va fobl.


Teurel a rin warnout da euzhusted, da rentañ a rin displet, hag e lakain ac'hanout da wel d'an dud.


Hounnezh eo ar gêr laouen a veve e surentez, hag a lavare en he c'halon: Me ha netra nemedon! Penaos eo deuet da vezañ ur gouelec'h, un toull evit al loened? Piv bennak a dremeno e-biou dezhi a c'hwitello hag a hejo e zorn.


Gant ur vouezh kreñv hag uhel e krias o lavarout: Kouezhet eo, kouezhet eo Babilon vras, deuet eo da vezañ ur chomlec’h d’an diaouled, un toull-kuzh da bep spered hudur ha da bep labous dic’hlan hag euzhus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos