Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.
Jeremiaz 50:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kaldea a vo ur preizh, an holl re a breizho anezhi o devo o gwalc'h, eme an AOTROU. |
Da gerdin a zo distardet, ne c'hellont ket ken bezañ dalc'het gant ar wern, nag astenn al lien. Neuze e vo lodennet madoù ur breizhadeg vras, ar re gamm zoken a gemero o lodenn er skrapadeg.
Ho preizh a vo dastumet evel ma en em zastum ar biskoul, lammat a reor warnañ evel ma lamm ar c’hilheien-raden.
Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.
Hag e c'hoarvezo, pa vo sevenet an dek vloaz ha tri-ugent, ma kastizin roue Babilon hag ar vroad-se, eme an AOTROU, en abeg d'o direizhder. Me a gastizo bro ar Galdeiz, hag e rin anezhi ur gouelec'h peurbadus.
An holl vroadoù a servijo anezhañ, e vab ha mab e vab, ken na zeuio an amzer evit e vro e-unan ivez da vezañ mestroniet gant meur a vroad ha rouaned bras.
Deuit a-enep dezhi a bep tu, digorit he solieroù, mac'hit anezhi evel bernioù, kasit anezhi da get, ra ne vano ken netra!
Ar c'hleze a zo war he c'hezeg, war he c'hirri ha war an dud a bep meskaj a zo en o zouez: ra zeuint da vezañ evel maouezed! Ar c'hleze a zo war he zeñzorioù: ra vint preizhet!
Hag e roin da Vabilon ha da holl dud Kaldea, dirak ho taoulagad, an holl zroug o deus graet e Sion, eme an AOTROU.
Ra gouezho an taerder graet din ha da'm c'hig war Vabilon, a lavaro annezadez Sion; ra gouezho va gwad war dud Kaldea, a lavaro Jeruzalem.
Ar Spered a savas ac'hanon hag a zegasas ac'hanon da Galdea, e-kichen ar re zalc'het, e gweledigezh dre Spered Doue. Hag ar weledigezh am boa gwelet a tec'has kuit a-zirazon.
Dre ma ec'h eus preizhet kalz a vroadoù, nemorant ar pobloù a breizho ivez ac'hanout, en abeg da wad an dud ac'h eus skuilhet, ha d'an taerder ac'h eus graet d'ar vro, d'ar gêr ha da gement a zo enni.
An dek korn ac’h eus gwelet d’al loen a gasaio ar c’hast, he glac’haro, he diwisko, a zebro he c’hig hag he c’haso da netra gant an tan.