Kas a rin anezhi a-enep ur vroad pilpous, hag e roin dezhi ur garg a-enep pobl va c'hounnar, evit skrapat, evit preizhata, evit mac'hañ anezho evel fank ar straedoù.
Reiñ a rin dit an teñzorioù kuzhet, ar pinvidigezhioù ar muiañ skoachet, evit ma'c'h ouezi ez on-me an AOTROU, an hini a c'halv ac'hanout dre da anv, me Doue Israel.
En abeg da gounnar an AOTROU ne vo ken annezet, holl ne vo nemet glac'har. Ar re a dremeno e-kichen Babilon a vo souezhet hag a c'hwitello war e holl c'houlioù.
Youc'hit a-enep dezhi tro-dro, astenn a ra he dorn, he diazezoù a zo kouezhet, he mogerioù a zo diskaret, veñjañs an AOTROU eo. En em veñjit warni, grit dezhi evel m'he deus graet.
Kastizañ a rin Bel e Babilon, hag e tennin eus e c'henoù ar pezh en doa lonket, hag ar broadoù ned aint ken etrezek ennañ. Moger Vabilon zoken a zo kouezhet.
hag e lavari: Evel-se e vo beuzet Babilon, ha n'adsavo ket eus an droug ez an da lakaat da zont warni. Bec'hiet e vint! Betek amañ emañ komzoù Jeremiaz.
Va enebourez en gwelo, hag ar vezh he goloio, hi hag a lavare din: Pelec'h emañ an AOTROU da Zoue? Va daoulagad a welo anezhi, pa vo mac'het evel fank ar straedoù.
Sellit ouzh laboused an neñv: ne hadont ha ne vedont ket, ne zastumont netra er solieroù, hag ho Tad neñvel a vag anezho. Ha ne dalvezit ket kalz muioc’h egeto?
Eus e c’henoù e teu ur c’hleze lemm evit skeiñ ar broadoù, rak gouarn a raio anezho gant ur wialenn houarn hag e wasko beol gwin kounnar daer an Doue holl-c’halloudek.